'Kreiz an dour lyrics
Songs
2024-12-27 11:19:42
'Kreiz an dour lyrics
Morvranig on e beg an tour
Roeñv 'ta, dre ar vein
Un tour-tan unanig e kreiz an dour
Roeñv 'ta, e-kreiz an dour
Dindan ma zreid karreg ledan
Dizanv, met ur pezh mell tamm
Ma mamm n'eus lavaret din
Roeñv 'ta, dre ar vein
Arabat plegañ war da c'hlin
Roeñv 'ta, e-kreiz an dour
Ma glin displeget, sonn ma c'hein
Tad ouzhpenne: dreb da lein
Nijet kuit ma c'herent war-zu Kerne
Roeñv 'ta, dre ar vein
Ac'halenn e klevan an arne
Roeñv 'ta, e-kreiz an dour
Sant Keverne, hanter kant lev
Hir an nijadenn, kreñv o stur
Chom a ran amañ en tu-all d'ar mor
Roeñv 'ta, dre ar vein
'Tu all ur wech all ez in
Roeñv 'ta, e-kreiz an dour
Chom a rin amañ 'tal al lutig
Da ziwall ma neij [sic pour "neizh" ?], tomm ha flour
- Artist:Dom Duff
- Album:K'kwll (Kercool)