Bosenn Langolen [French translation]

Songs   2024-12-20 09:03:44

Bosenn Langolen [French translation]

En iliz emañ bodet an holl wazed:

Erru eo un droug nevez, ur c'hleñved

Dirak an aoter bras emaint o pediñ

Sant Yann ha Sant Sebastian d'hon frezerviñ !

En ur ober un devezh pe zaou pe dri,

Mervel a ra kalz a dud, mui ouzh mui

Hag an holl re-se lazhet gant ar c'hleñved

A rankomp bemdez kas dillo d'ar vered.

Ul lizher 'oa an Aotrou Person o lenn:

« Anv ar c'hleñved-se eo ar vosenn »,

Ul lizher bet kaset din gant hon eskob:

« Tud paour, pinijet e vezimp evel Job! »

Allas! Erru eo ar vosenn er vro-mañ.

Doue, petra hon eus graet eneptañ

Ma tag ac'hanomp en un doare ken kriz,

Ma venn dezhañ kas un ken taer a gastiz?

Teir sizhun zo tremenet pan erruas.

Ne chom nemet va mab ha me bey c'hoazh:

« Kuitaomp hon ti ha chomomp barzh ar vered,

Benn ma varvimp hon daou en douar benniget. »

Tri Yann more
  • country:France
  • Languages:French, Breton, French (Old French)
  • Genre:Folk
  • Official site:http://edoll.free.fr/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Tri_Yann
Tri Yann Lyrics more
Tri Yann Featuring Lyrics more
Tri Yann Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs