Kenavo deoc'h lyrics
Songs
2024-11-25 08:17:58
Kenavo deoc'h lyrics
Kanet hon eus a galon vat
En enor d'ar vro, da Zoue
Mall eo skoulmañ, kent 'n'em guitaat,
Gant ur sonenn, hor c'harantez
Kenavo deoc'h, gwir Vretoned,
Bleuniañ a ra al levenez
E pep kalon, ouzh ho kwelet 1 ,
Enor deoc'h-c'hwi, ha trugarez
Sonet hon eus, breudeur karet
'Vit hadañ joa, pellaat glac'har
Ha deskiñ d'an dasson lâret
Ez eus Breizhiz war an douar
Kenavo...
Ez eus er bed-mañ ur vro gaer
Tud vat ha kalonek enni
Hag he deus taolet he splannder
War hent an enor hep fazi
Kenavo...
1. E doareoù all e kaver "ho klevet", pezh a genglot gwelloc'h.
- Artist:Eliane Pronost
- Album:Anthologie du patrimoine phonographique breton 1925-1960