J'ai ta main [Breton translation]
J'ai ta main [Breton translation]
En hor gourvez emaomp war leton an hañv.
Diwezhat eo anezhi, klevout a reer richan karantezus an evned,
klevout a reer an avel o chuchuiñ war ar maez,
klevout a reer ar menez o kanañ.
Bez' em eus da zorn em dorn, choari a ran gant da vizied,
bez' em eus ma daoulagad ez taoulagad, ha ne weler tro-dro
nemet an noz, ur gaer a noz, nemet an oabl burzhudus
o fleurisañ a-bep-tro, tener ha kevrinus.
Deus tostoc'h, ma muiañ karet, da galon ouzh ma c'halon,
ha lâr din n'ez eus ket a voneur dudiusoc'h
eget al lagadoù-se war an oabl, eget an oabl ez taoulagad,
eget da zorn o c'hoari gant ma dorn.
N'ouzon tra ebet warnout, n'ouzez tra ebet warnon,
n'omp nemet daou foeter-bro,
te ur plac'h diouzh ar c'hoad, me ur paotr divalav.
Diroget eo ma brozh, n'em eus ti ebet ken,
n'em eus nemet an amzer hañv.
Bez' em eus da zorn em dorn....
(h.k.a.)
- Artist:Charles Trenet