7vet Kelc'h [French translation]
Songs
2024-12-27 11:12:33
7vet Kelc'h [French translation]
Pevar c'horn hag unan e-kreiz
Mui unan 'n traoñ,eil e-leizh
D'ober seizh.
Unan 'ra tro an daol
div grampouezhenn da derriñ naon,
teir askell d'an Triskell,
peder rod staliet d'ar c'harr,
pemp gwech 'm eus rebechet dit,
c'hwec'h merc'h werc'h war c'hwec'h marc'h kalloc'h,
seizh kelc'h treset d'ur meuriad Bleiz.
E gwarez ar seizh ejen
Dindan glebijen ar seizh glav
A-raok e strakfe seizh luc'hedenn kamm,
'Vo seizh steredenn krog da lintrañ
Digor an nor d'ar seizh avel.
E korf prantad ar seizh hun
Klask 'ran d'ober ma seizh gwellañ
'Raok ober seizh diaoul hag eben
Bevañ 'ran eürus evel seizh
Hep ober seizh soñj 'kreiz an deiz
Losk Yann Seitek, lavar seizh seurt
tri mui pevar 'zo atav seizh.
Pa vin koshoc'h
Ez in ganeoc'h
Da dresañ seizh kelc'h
War kein ur roc'h.
- Artist:Dom Duff
- Album:7vet Kelc'h