A la muntanya [Breton translation]
Songs
2024-11-08 04:03:20
A la muntanya [Breton translation]
War ar menez, ma mamm,
emañ violoñsoù o seniñ.
Mar sonont ken-ha-ken, ma mamm,
ret 'vo mont da zañsal.
Mard ez da zañsal, ma merc'h,
da waz az pazhatay.
Ma 'm bazhata, ra 'm bazhatay, ma mamm
e tistroin di evelkent.
Na rit ket bil evidon, ma mamm:
ober a ran ar pezh hoc'h eus kelennet din.
Gwragez e vimp ha gwragez kreñv
hep aon rak ar pezh a c'hoarvezo.
Mar distroez di, ma merc'h
an azen a redo di ivez.
Mar red, ra redo-eñ, ma mamm:
Evidoc'h-hu en deus redet ivez (gwechall).
An holl a lavaro, ma merc'h:
set' un azen diskouarnet!
E lec'h divskouarn, ma mamm,
kerniel e tougo war e benn.
Na rit ket bil evidon, ma mamm:
ober a ran ar pezh hoc'h eus kelennet din.
Gwragez e vimp ha gwragez kreñv
hep aon rak ar pezh a c'hoarvezo.
- Artist:Roba Estesa
- Album:Descalces