An drailher daonet lyrics
An drailher daonet lyrics
'Pad ugent vloaz em eus kanet
A c'haoliad war un inkane
Kanaouenn ebet peurlavaret
'Raok lonket meur a vanne
Estren barzh ma bro
'Tu all da deir gwech 'korf ar bloaz
Prajeier lann tro-war-dro
Un dachenn plouz evit netra
Ar c'hoant, ar c'hoant hon eus ni
Kan, diskan, tan dezhi
'Vel un drailher daonet
Va fenn war ma daoulin
War dinaou Roz Leiañ
Mont a ran gant ma ribin
Benn digargañ un ton muiañ
Daoust ha kanañ a c'hellin c'hoazh
Skañv ha lijer, ya, da viken
Hed-ha-hed an hent braz
Ur voudig en ma c'hichen
Ar c'hoant, ar c'hoant hon eus ni
Kan, diskan, tan dezhi
'Vel un drailher daonet
Pa glevoc'h brud ac'hanon
Strink a raio pozioù 'mañ uloc'het
Rak den, ne ouezo piv a gan
Ma anv Drailher Daonet
Stank ha fonnus, a-bouez penn
Diskan a-dost hag a-leizh
Kendalc'h gwir, kas da benn
Pozioù a lamm en da greiz
- Artist:Dom Duff
- Album:7vet Kelc'h