An durzhunell

Songs   2024-11-26 12:12:25

An durzhunell

Kalz amzer am eus kollet o furchal ar c'hoajoù

'Vit sourpren an durzhunell kousket war ar brankoù

Skoaziet am eus ma fuzuilh, met tennet em eus fall

Tec'het eo an durzhunell ha nijet er c'hoad all

Diouzh an noz ha d'ar mintin 'klevan al laboused

O kanañ, o fredoniñ, da veg ar gwez pignet

Ha n'eus nikun anezhe a bikfe va c'halon

Evel mouezh an durzhunell o ouelañ d'he mignon

Hirvoudiñ 'ra noz ha deizh gant ar boan, an anken,

'Vel ur paour kaezh intañvez kollet ganti he den

Heklev he mouezh klemmus a red dre ar c'hoajoù

A zo meurbet truuezus d'an holl labousedoù

"Petra, turzhunell yaouank, a dourmant da galon ?

- Kollet em eus, emezi, va fidelañ mignon

Ma na deu ar chaseour d'ober din-me mervel

Me 'varvo gant ar glac'har d'am mignon koant fidel

N'eus na louzoù, na souten, na frealzidigezh

Gouest da bareañ souden gouli va c'harantez

Trec'het on gant ar glac'har, mont a ran da vervel

Met ne varvin ket kontant ma ne varvan fidel"

Gwelet em eus o vervel an durzhunell yaouank

Disec'het pizh he c'halon gant ar boan, an dourmant

'N he huanad diwezhañ he deus c'hoazh lavaret :

"Kenavo, mignon fidel!" - Raktal eo tremenet

Melezour sklaer ha gwirion eus ar wir garantez

Ha ne gaver e kalon ar yaouankiz direizh!

Nann, nann, ne varvin kontant ma ne varvan fidel

Ha biken ne zizoñjin marv an durzhunell

Eugénie Parcheminier more
  • country:France
  • Languages:Breton
  • Genre:
  • Official site:
  • Wiki:
Eugénie Parcheminier Lyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs