An tri Anjeluz lyrics
An tri Anjeluz lyrics
I
Savet, savet, Bretoned
Setu ar mintin o tonet
An Anjeluz a zo sonet
'Barzh e lein an tour
Ar parkoù, an trevajoù
Ar gwaremmoù hag ar prajoù
Al lanneier hag ar c'hoajoù
A c'halv d'al labour
Krogomp holl gant hon dervezh
Kasomp al loened er maez
Hardi, mevel ha matezh
Holl d'en em sikour
Savet, savet, Bretoned
Setu ar mintin o tonet
An Anjeluz a zo sonet
'Barzh e lein an tour
II
Poaniet, poaniet, Bretoned,
Setu ar c'hreisteiz o tonet
An Anjeluz a zo sonet
'Barzh e lein an tour
Pep hini a gemero
Kalon da doullañ e erv
Hag ar c'horfoù a vo derv
Pa vint el labour
Pa ziwano an hadenn
Ar bed en do bara melen
Pa zarevo an avalenn
'Vo evet chistr flour
Poaniet, poaniet, Bretoned,
Setu ar c'hreisteiz o tonet
An Anjeluz a zo sonet
'Barzh e lein an tour
III
Kousket, kousket, Bretoned
Setu an noz du o tonet
An Anjeluz a zo sonet
'Barzh e lein an tour
Hadet eo an trevajoù
Falc'het eo bet ar prajoù
Diskourret eo ar c'hoajoù
N'eus bet den lezour
Echuet eo an dervezh
Prennet eo an tiegezh
Skuizh eo mevel ha matezh
Fin 'zo d'al labour
Kousket, kousket, Bretoned
Setu an noz du o tonet
An Anjeluz a zo sonet
'Barzh e lein an tour
- Artist:Eliane Pronost
- Album:Anthologie du patrimoine phonographique breton 1925-1960