Austrian National Anthem - Land der Berge [Breton translation]
Songs
2024-11-29 20:43:10
Austrian National Anthem - Land der Berge [Breton translation]
Douar menezioù, douar a-hed ar stêr,
Douar parkeier, douar ilizoù-meur,
Douar morzholioù, dezhañ un dazont pinvidik,
Douar mibien galonek,
Pobl venniget, tuet evit ar gaerded,
A Aostria veulet lies gwech,
A Aostria veulet lies gwech!
Pal tabutoù tomm ha stourmoù diroll
Emaout lec'hiet e kreiz ar c'hevandir
Evel ur galon greñv.
Abaoe deizioù hon hendadoù
Az peus douget sammad pounner da gefridi uhel,
A Aostria amprouet bras,
A Aostria amprouet bras.
Setu ni o vont war-raok d'an dazont,
frank ha deol,
aketus, kalonek, leun a spi,
Greomp asambles, evel breudeur,
hol le a fealded dit, hor bro!
A Aostria vuiañ karet,
A Aostria vuiañ karet.