C'est bon [Breton translation]
C'est bon [Breton translation]
Mat eo, dre ar prenestr digor,
mat eo klevout kerzh ar penn-kezeg,
mat eo gwelout ar prajoù glas
ha gwazhigoù dour en dialaez hag en dianaou.
Mat eo kejañ war an hent
krennarded o c'hoari mell,
ur c'hi o redek dieub
ha laboused na ra foutre-forzh,
ur mesaer kozh krenidik holl
en eur zougen sac'h e adlein
ur sac'h kraoñ,
ur sac'h levenez,
ur sac'h tra-pe-dra... Klev 'ta!
Mat eo se.
Mat eo pa vez an Diskar-Amzer o tistreiñ,
mat eo redek a-dreuz ar c'hoajoù,
mat eo pa gridienn an ti,
pa n'emañ den, mat eo bezañ ganit,
mat eo ar gambr hag he c'hevrin,
mat eo ha dedennus.
Daoust hag emaomp war an douar c'hoazh?
Ac'h! pebezh koulz dreist!
Bez' em eus ma c'halon o tarlammat, ma c'haredig,
ur menez-tan 'zo ouzhin, un toull-gurun.
Me 'zo ur menez-Etna,
me 'zo ar Popocatepetl1 kounnaret....
Mat eo se!
Mat eo redek war an draezhenn,
mat eo klevout trouz ar mor,
mat eo derc'hel soñj e pep oad
eus skeudenn flour un eñvorenn nep gwech c'hwerv,
mat eo kaout un tiegezh bras,
ha lârout bemnoz
"Demat deoc'h, paotred ha merc'hed;
laouen tout on oc'h hoc'h adwelout."
Demat deoc'h, Aotrou gwisket e du,
demat deoc'h, Itron: bez' ez eus goanag,
demat du-mañ, demat, du-se,
demat deoc'h, mignoned! Bevet ar joa emañ o parañ,
mat eo se!
1. Skrivet -pelt e-lec'h -petl en destenn orin.
- Artist:Charles Trenet
- Album:(1942)