C'est un gars [Breton translation]

Songs   2024-12-18 03:34:50

C'est un gars [Breton translation]

Dindan ma zreid 'n em laer ma solioù,

sklaer a weler a-dreuz ma lostenn,

takonet holl eo ma c'horfenn

ha gwall-uzet eo ma dilhad.

Ne vern ar pezh a lârer tro-war-dro,

ne ran forzh eus peurrest ar bed-mañ:

c'hoant 'zo din da c'hoarzhin ha kanañ:

Un dra foll a c'hoarvez ganin

Ur gwaz eo, 'zo deut 'barzh em buhez

ur gwaz a lâras traoù diskiant din.

Pegen koant out, pegen koant out:

biskoazh 'm oa klevet se.

Ur gwaz 'oa heñvel ouzh un arc'hael

ur gwaz a gomze 'vel un arc'hael.

Pegen koant out, pegen koant out:

badaouet tout on chomet.

Adal ma yaouankiz e chomen

'barzh straedoù teñval 'n diouiziegezh.

'Greiz-holl 'voe goulaouet pep tra,

ma c'halon 'grogas da ganañ.

C'hwek eo ar garantez o pourmen

pa zalc'h ur paotr brav penn ar chadenn.

Chom prizoniad a c'hoantaer

'vit arvestiñ ouzh ar jolier.

Ur gwaz eo, 'zo deut 'barzh em buhez

ur gwaz a lâras traoù diskiant din.

Pegen koant out, pegen koant out:

biskoazh 'm oa klevet se.

Ur gwaz 'oa heñvel ouzh un arc'hael

ur gwaz a gomze 'vel un arc'hael.

Pegen koant out, pegen koant out:

C'hoant 'peus ouzhin da vuhez-pad?

'M eus.

Édith Piaf more
  • country:France
  • Languages:French, English, Spanish, German
  • Genre:Pop, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.edithpiaf.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Édith_Piaf
Édith Piaf Lyrics more
Édith Piaf Featuring Lyrics more
Édith Piaf Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs