De l'autre côté de la rue [Breton translation]

Songs   2024-11-16 17:55:27

De l'autre côté de la rue [Breton translation]

Mogerioù faoutet,

skalieroù strizh,

ur galatrez kozh:

ha setu-me er gêr.

Ur gwele gwage nnus,

un daol a-dreuz

ur gouloù eoul-maen

ha setu-me er gêr.

Met d'an noz, pa vezañ treanted gant ar velkoni

pa vez ma c'halon pase gwalleürus

e tigoran rideozioù ma frenestr

hag e tispourbellan ma daoulagad.

En tu all d'ar straed

ez eus ur plac'h, ur plac'h koant,

he deus kement a fell dezhi

hag ouzhpenn kement 'zo diouerus.

En tu all d'ar straed

Arc'hant 'zo ganti, ha bizeier, ha kirri,

liñselioù seiz, ha tiez, ha dilhad feur.

En tu all d'ar straed

ez eus ur plac'h,

ur plac'h koant.

Mar em befe ar c'hard eus se

ne c'hoantafen ket muioc'h.

En tu all d'ar straed .

A-vec'h ec'h anavezen anezhañ,

en em welet hor boa teir gwech.

Met en dibenn ar sizhun

du-mañ eo deuet

'barzh ma c'hambr er seizhvet estaj,

e penn all an trepas.

"Da garout a ran" en deus grozmolet,

"Sod on ganit" em eus lâret.

Ma feurkarget en deus a pokoù, a flouradennoù:

pa vezan etre e zivrec'h n'em eus c'hoant ebet ken,

gwelout a ran e zaoulagad leun a deneridigezh,

neuze e lâran d'am roched izel-tre.

En tu all d'ar straed

ez eus ur plac'h,

ur plac'h koant,

n'anavez tra eus ar garantez

nag eus he blijadurioù diskiant

En tu all d'ar straed

Bez' e c'hell mirout hec'h aotrou 1, kas outañ ganti,

he bizeier, hec'h holl pompadoù hag ar peurrest.

En tu all d'ar straed

ez eus ur plac'h,

ur plac'h kaezh,

a sell bepred trist ha kollet he neuz,

en tu all d'ar straed.

1. Da lâret eo he gastaouer.

Édith Piaf more
  • country:France
  • Languages:French, English, Spanish, German
  • Genre:Pop, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.edithpiaf.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Édith_Piaf
Édith Piaf Lyrics more
Édith Piaf Featuring Lyrics more
Édith Piaf Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs