De t'avoir aimée [Breton translation]
Songs
2024-11-22 12:20:54
De t'avoir aimée [Breton translation]
Diwar vezañ da garet en diboell
karet war ma daoulin aliesoc'h eget em sav,
ken na gouskfen ken, ken na zebrfen ken,
petra 'chom din diwar vezañ da garet?
Diwar vezañ da garet gant ma ene, gant ma daoulagad,
ken hag a zisoñjis eus anv Doue
a-benn n'am befe un anv nemetken da grial,
petra 'chom din diwar vezañ da garet?
Ne chom nemet ma mouezh, direspont bremañ,
ne chom nemet ma bizied na grog en dra ebet,
ne chom nemet ma c'hroc'hen o c'hortoz da zaouarn,
ha dreist-holl an doan n'az karfen c'hoazh
warc'hoazh, pa vin kazi marv.
Diwar vezañ da garet, karet gant poan,
ken a zirogfen ma c'hof ha ma c'halon,
ken a varvfen, ken a zaonfen ma ene
petra 'chom din diwar vezañ da garet?
Ne chom nemet ur garantez
emaout o paouez divemprañ.
- Artist:Charles Aznavour