Dihun [French translation]
Songs
2024-12-27 17:24:15
Dihun [French translation]
En devezhioù teñval,
Sachet on 'vet ur bed all
Em eurvezhioù doujet,
'Veajan war ur mor all.
Neb na wel ar stered a gav e hent;
Neb na vag karantez na gav ar vuhez
Digor 'ta da zor din,
Digor 'ta ma c'halon din.
Ganit-te emsoñjin,
A-unvouezh e vouskanimp :
Neb na gar ar bed a gan ar meiz
Neb na gar e gwirionez na oar ket reiñ
Ma tihunan...
Diouganet 'm oa an amzer-se,
Douget dindan ho kazel-ge,
Tonket da ganañ noz ha deiz
Ar vaouez kenedus oc’h-hu.
Diouganet 'm oa an amzer-se
Douget dindan ho kazel-ge
Tonket da ganañ noz ha deiz
Kanañ ho "karantez"
'Vidon...
Diouganet an deiz 'me an den kozh
Dallet en e feiz, en e garantez
N’e follentez
N’hallan ket nac’hañ,
N’hallan ket he lazhañ.
Met stoliañ strobinelloù glas Viviana
- Artist:Gwennyn
- Album:Beo