E Trouz Ar Ger lyrics

Songs   2024-10-01 08:30:06

E Trouz Ar Ger lyrics

E trouz ar gêr ma'z on bac'het

Ma mouezh a oar sevel bepred

2x

Ma mouezh a oar sevel bepred

N'eus ket un deiz na ganfen ket

'Tra all d'am dizoaniañ er bed

Ket un deiz na ganfen ket

'Tra all d'am dizoaniañ er bed

Netra all d'am dizoaniañ

Pa 'deus 'r laeret din pep tra

Nann netra all d'am dizoaniañ

Pa 'deus 'r laeret din pep tra

Pa 'deus 'r laeret din pep tra

Laeret din tan an avel

Kan ar c'houmoul, tan an dremmwel

2x

Laeret din loarioù an de(iz)

War ar c'hleuziou koroll ar gwe(z)

2x

War ar c'hleuziou koroll ar gwe(z)

Laeret din hadenn an noz

Hag en heñtoù ar brulu roz

2x

Me 'glev ur son en avel foll

Hag hi ken nerzhus hag an heol

2x

Hag hi ken nerzhus hag an heol

Hag hi ken splann hag hi ken al loar

Hag hi ken taer ha tan an douar

2x

A bep amzer hep mije c'hoant

Ma muzelloù a glask ar c'han

2x

Ma muzelloù a glask ar c'han

Ma muzelloù a glask ar son

Ha se a ra din kalz a aon

2x

Ha se a ra din kalz a aon

Ha memes tro joa em c'halon

2x

Ha memes tro joa em c'halon

Ur wech hepken eo bet kanet

Ur wech hepken e deroù-bed

2x

E deroù-bed e liñ vadenn

An eil gwech 'vezo e dibenn

2x

An eil gwech 'vezo e dibenn

[Unknown lyrics till end]

Denez Prigent more
  • country:France
  • Languages:Breton, Sami, English, French
  • Genre:Folk, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.denez.fr
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Denez_Prigent
Denez Prigent Lyrics more
Denez Prigent Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs