En nec'h lyrics
Songs
2024-11-16 11:26:17
En nec'h lyrics
Pa vin en nec'h
Ne c'hellin ket ken
Skrabañ ma revr
War gorrejoù lemm
Goloet gant brennig.
Pa vin 'n nec'h
Ne rankin ket ken
Sevel ma bouez
Ouzh ar gador kamm
Dirak ar bourc'hiz.
Gouestad atav,
Arabat lakaat herr,
Kool, kool an traoù.
Kemer a ran an amzer.
Ya 'maon en traoñ,
N'on ket c'hoazh en nec'h.
Kool, kool atav
Arabat lakaat herr.
Emaoñ en traoñ,
Atav e c'hellan mont
Dre hentoù ar bed,
Ar Zu hag ar Reter
Foetañ bro e pep lec'h.
Amañ en traoñ
E c'hellañ da ziskuizh
piklammat war reier
Bageal e pep lec'h
Buhez ar Baganiz.
Gouestad atav,
Arabat lakaat herr,
Kool, kool an traoù
Kemer a ran an amzer
Ya 'maon en traoñ,
N'on ket c'hoazh en nec'h
Kool, kool atav
Arabat lakaat herr.
Pa vin en nec'h,
Betek-henn e c'hellin
Kanañ gerioù aour
Bravoc'h linsel lin
Ken ruz hag ar gwin.
- Artist:Dom Duff
- Album:Straed an amann