Grand-père [Breton translation]

Songs   2024-12-01 23:08:37

Grand-père [Breton translation]

En eur ganañ edo Tad-Kozh o vont

gant an hent a gas d'ar c'hant vloaz.

An Ankou, e korn ur c'hoad,

e dagas mod an Tad Frañsez.

Roet en doa tra ma veve

kement eürusted d'e vugale

ma vo graet evit e zigoll

ar seizh gwellañ evit e zouarañ.

Redek a raed d'an daoulamm

da gerc'hat un arched; met

o vezañ ma oa skañv hon yalc'h

digemeret e voemp gant ar marc'hadour a zivrec'h serret.

"E stal an ispiser, arc'hant ebet, ispis ebet;

e ti Katell 1 goant, arc'hant ebet, gaol ebet...

Ar re varv a renk izel

n'ema ket em beli."

Neuze, heritet em boa digant ma zad-kozh

ur re a heuzoù poentet,

ha mard ez eus troatadoù a ya da goll,

hemañ a tizhas e bal.

Diwar an amzer-se en deus an abostol mat,

ac'h! n'eo ket brav...

ac'h! n'eo ket brav...

ur feskenn a wilc'h ouzh eben 2.

Nebaon,

Tad Kozh,

Dont a raimp a-benn

d'ar re a vir ouzhomp da sebeliañ a-zoare.

Gwellañ ha berrañ tra d'ober

evit lakaat an obidoù da vont war-raok

a voe strishaat hon ezhommoù

da un arched uzet.

En eskemm d'ur podad mel e prenjomp

pevar flankenn ur paotr marv

en doa c'hoant bras da brofañ ul lipouzerezh bennak

d'un ene karet.

Hag e redjomp d'an daoulamm

da gerc'hat ur c'harr-kañv, met...

o vezañ ma oa skañv hon yalc'h

digemeret e voemp gant ar marc'hadour a zivrec'h serret.

"E stal an ispiser, arc'hant ebet, ispis ebet;

e ti Katell goant, arc'hant ebet, gaol ebet...

Ar re varv a renk izel

n'ema ket em beli."

Strinkañ a reas ma heuz, met n'houllan ket

lâret war-zu pelec'h:

mezhekaat a rafe ar maouezed,

ha n'em eus ket an droed.

Diwar an amzer-se en deus an abostol mat,

ac'h! n'eo ket brav...

ac'h! n'eo ket brav...

ur feskenn a wilc'h ouzh eben.

Nebaon,

Tad Kozh,

Dont a raimp a-benn

d'ar re a vir ouzhomp da sebeliañ a-zoare.

Gwellañ ha berrañ tra d'ober

evit lakaat an obidoù da vont war-raok

a voe dougen war hor c'heinoù

ar bec'h kañvaouus-se.

Mar posubl e vije dezhañ advevañ ur frapadig,

kontant e vije Tad Kozh

da vont d'e chomlec'h diwezhañ

evel un impalaer.

Hag e redjomp d'an daoulamm

da gerc'hat ur sparf, met...

o vezañ ma oa skañv hon yalc'h

digemeret e voemp gant ar marc'hadour a zivrec'h serret.

"E stal an ispiser, arc'hant ebet, ispis ebet;

e ti Katell goant, arc'hant ebet, gaol ebet...

Ar re varv a renk izel

n'ema ket em beli."

Kent na c'hellas ar vikel

leuskel ur c'hri,

e votezatis e revr en anv an Tad,

hag ar Mab hag ar Spered Santel.

Diwar an amzer-se en deus an abostol mat,

ac'h! n'eo ket brav...

ac'h! n'eo ket brav...

ur feskenn a wilc'h ouzh eben.

Nebaon,

Tad Kozh,

Dont a raimp a-benn

d'ar re a vir ouzhomp da sebeliañ a-zoare.

1. "Suzon" e galleg; hogen gwell eo din lakaat amañ anv boas a reer eus ar plac'hed boutin e brezhoneg.2. Diaes-meurbet eo rentañ kont eus ar c'hoari-gerioù zo amañ; e galleg diseven, "avoir un oeil qui dit merde à l'autre" a dalv kement ha bezañ luch. Hogen un damgomz ouzhpenn zo amañ, o vezañ ma "feskenn" a zave da ster orin ar ger "merde". A-benn ar fin, an dro-lavar-mañ a sinifi ur paotr na gac'h ket war-eeun.

Georges Brassens more
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.georges-brassens.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/George_Brassens
Georges Brassens Lyrics more
Georges Brassens Featuring Lyrics more
Georges Brassens Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs