Hébrides lyrics
Hébrides lyrics
Selaouit 'ta, tud yaouañk, ivez ar re goshañ
Ur son nevez kompozet emaon o vont da ganañ
Ur son nevez kompozet emaon o vont da gane
Ha ma vez kontant an dud e vo un ali da-c'houde
Ar merc'hed a oa gwechall disheñvel diouzh ar baotred
Ya, met d'an deiz a hiziv an daou 'vez kemmesket
War plasennoù 'vel er ruioù e vez gwelet alies
Ar merc'hed gant ur bragoù gant an amzer nevez
Er c'hêrioù 'vel er maezioù pep lec'h eo memestra
Ma vez glav, ma vez heol ne cheñch ket kalz a dra
Ar baotred gant gwalennoù, ar mer'hed gant blev touzet
Ar merc'hed oc'h evañ gwin ha kafe gant ar baotred
Ar merc'hed o riboulat e-barzh an ostaleri
Ar baotred chomet er gêr o torchañ al listri
Ur wech memes 'm eus gwelet e-kichen Poullaouen
Ur plac'h gant ur c'horn butun, war he fenn ur gasketenn
Gwashañ tout 'oa an deiz all e parrez Landelo,
Ur plac'hig a drivec'h vloaz o vleniañ ur moto
Ha ganti bochoù uhel demeus ar re dransparant
'Vit ma welje an holl dud he zatouaj liv ardant
'Vit echuiñ paotred yaouank pa 'z it da verc'heta,
Diwallit, diwallit mat bremañ da faziañ
Diwallit, diwallit mat bremañ da faziañ
Ha sellit hag adsellit mat an hini 'peus c'hoant da gentañ
- Artist:Denez Prigent
- Album:Dao Dezi