Jo tenc una enamorada [Breton translation]

Songs   2024-11-19 18:15:32

Jo tenc una enamorada [Breton translation]

Bez' em eus ur vestrezig

du-hont, war-zu kreisteiz1

ha bep gwech ma 'z an d'he gwelout

e c'houlenn pegoulz e teuin en-dro.

Lârout a ran e vo prestik

ma n'on ket aet diouzh ar bed-mañ,

pa ray gwez-pin avaloù-greunad,

ha gwez-fiez meloñs.

Pa vo aet ar mor da hesk

ha pa redo kirri war e c'horre,

ha paket 'vo ar c'hizhier-mor

diwar-bouez stoub preñved-seiz.

Ha neuze e tistreiñ

hag e fortugnin ganit, mar karez.

Bez' e c'hellez kregiñ da wriat da sae-eured,

rak ret 'vo deomp bezañ cheuc'h.

Ha d'am gouriz e tougin

ur bistolenn daou veg dezhi

ha bep gwech e tennin

e rin daou doull gevell.

Bez' em eus ur vestrezig

du-hont, war-zu kreisteiz,

ha bep gwech ma 'z an d'he gwelout

e c'houlenn pegoulz e teuin en-dro.

Lârout a ran e vo prestik

ma n'on ket aet diouzh ar bed-mañ,

pa ray gwez-pin avaloù-greunad,

ha gwez-fiez meloñs.

Pa vo aet ar mor da hesk

ha pa redo kirri war e c'horre,

ha paket 'vo ar c'hizhier-mor

diwar-bouez stoub preñved-seiz.

1. Da c'houzout eo, eus enez vMallorca.

Ressonadors more
  • country:Spain
  • Languages:Catalan
  • Genre:Folk
  • Official site:
  • Wiki:
Ressonadors Lyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs