Karantez vro lyrics

Songs   2024-11-19 02:34:11

Karantez vro lyrics

E korn va c’halon zo ur gleizenn

’Baoe va yaouankiz he dougan

Rak siwazh, an hini a garen

Na gare ket ’r pezh a garan

Eñ na gare nemet ar c’hêrioù

Ar morioù bras, ar Broioù pell

Ha me ne garan ’met ar maezioù

Maezioù ken kaer va Breizh-Izel !

Ret ’voe dibab ’tre div garantez

Karantez-vro, karantez den

D’am bro am eus gouestlet va buhez

Ha lez’t da vont ’n hini ’garen

Biskoazh abaoe n’am eus en gwelet

Biskoazh klevet keloù outañ

Ur gleizhenn em c’halon zo chomet

Pa ’gare ket ’r pezh a garan.

Pep den a dle heuilh e Donkadur

Honnezh eo lezenn ar Bed-mañ

Gwasket ’voe va c’halon a-dra-sur

Pa ’gare ket ’r pezh a garan

Dezhañ pinvidigezh, enorioù

Din-me paourentez ha dispriz

Met ’drokfen ket evit teñzorioù

Va Bro, va Yezh ha va Frankiz !

Nolwenn Leroy more
  • country:France
  • Languages:French, English, Breton, Gaelic (Irish Gaelic)
  • Genre:Folk, Pop, Singer-songwriter
  • Official site:https://nolwennleroy.com/
  • Wiki:https://en.wikipedia.org/wiki/Nolwenn_Leroy
Nolwenn Leroy Lyrics more
Nolwenn Leroy Featuring Lyrics more
Nolwenn Leroy Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs