Kiger Sant-Wazeg lyrics
Kiger Sant-Wazeg lyrics
Skrivet em eus diwar klevet
buhez kiger Sant Wazeg
a gustume lemmañ kontilli
war moger e di.
Evit troc'hañ kaoz d'ar re glouk,
c'hoant toullañ o gouzoug,
Troc'hañ blev,gant laou ha preñv
D'e banker daonet , 'm eus aon,
Blev!
Atav me 'm eus en klevet
Blev, blev, blev !
Ur guchenn gwenneien faot dezhañ gounit
'Vit marc'had blev ha kig,
Ribouler ar paotr d'an dibenn sizhun
Erru diskuizh war e du
Krak ha berr, fraezh ha sklaer,
Atav e zorn d'an nec'h
Gant mignoned, c'hoarzh ha peoc'h,
Ur sailh dour 'tre nav buoc'h,
nav!
Atav me 'm eus en klevet
Nav, nav, nav, nav !
Ur pennad kaoz e doa toullet
gant ur c'hazetenner brudet
Ha staget ganto war ar baper
e vuhez ken kreñv benniget.
Ha tud a bep lec'h a teue dillo,
Skoazell, sikour, alato !
Da damalliñ e banker daonet
Yao,
Atav me m'eus en klevet!
Yao, yao, yao!
- Artist:Dom Duff
- Album:E-unan