Kimiad Hawaii lyrics
Songs
2024-11-16 11:24:48
Kimiad Hawaii lyrics
'M eus ket c'hoant kas Lomig
d'ar vrezel adarre
Ha da welet 'lar kenô
d'e wreg ha bugale
Kerkent e doa kuitet an enez
War ton "Kenô Hawai"
Da vrezeliñ gant e vagad,
e-touez ar re all !
Mestr ar bed e grede bezañ,
'Giz an holl soudarded,
Dindañ pleg e vanniel glaz,
Ruz ha gwenn ha saotret
"Sach da zoujañs, hej da revr!
Ya, paourkaezh Lomiged,
Oc'h ket mestr ar bed atav,
Met doñv 'vel al lapined!"
Hola, aneval , 'omp ket chatal (2 w.)
Da roue a oar brezeliñ
Un tamm pep lec'h dre ar bed,
Ha skouarn vouzar e ra bep taol
Pa sav mouezhioù soudarded,
Kement a zroug, kement a wad
Fuilhet gant mammoù ha gwazed,
Kement bugale glac'haret,
o vuhez drouklazhet !
- Artist:Dom Duff
- Album:Roc'h