L'Adolescente [Breton translation]

Songs   2024-12-24 11:32:28

L'Adolescente [Breton translation]

(J.M.)1

Lâr 'ta, pelec'h emañ ar garantez,

ar garantez veur

edon en gortoz outi?

Daoust hag emañ e kêr

pe en un enezenn bennak

dianket anezhi?

(Y.D.)

E kavell ar planedennoù emañ-hi,

en ur c'hroazlec'h

dindan bodoù jasmin,

e-barzh gor an hañv,

skoachet e boz an dorn,

tost-tost ouzh ar wirionez.

(J.M.)

Lâr 'ta, petra eo ar garantez,

ar garantez veur

edon en gortoz outi?

Daoust hag e vez ul labous diboell,

ur c'hi, ur bleiz

kollet e hent gantañ?

(Y.D.)

Ur beajour estren eo-hi,

ur c'hannad dizarempred

a zeu evit dispac'hañ pep tra,

e-barzh gor an hañv

e vez aon ar mesaer

a ziwall ar wirionez.

(J.M.)

Lâr 'ta, piv eo ar garantez,

ar garantez veur

edon en gortoz outi?

Daoust hag e vez kreñv evel an avel,

melegan evel an amzer,

an amzer gollet?

(Y.M.)

Bez' e vez evel un tennad talm,

evel redadenn ar bed,

sonerezh an dañs-tro

e-barzh gor an hañv,

evel ar bleunioù 'zo puilh

tost-tost ouzh ar wirionez.

(J.M.)

A-dra-sur, te eo ar garantez,

ar garantez veur

edon en gortoz outi.

Te 'zo an ael, ar penn-sod,

al labous, ar bleiz

na vez kollet nepred.

1. Bez' e vez ar son-mañ un diviz etre Jeanne Moreau hag Yves Duteil.

Yves Duteil more
  • country:France
  • Languages:French, English
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://blog.yvesduteil.com/blog/
  • Wiki:http://en.wikipedia.org/wiki/Yves_Duteil
Yves Duteil Lyrics more
Yves Duteil Featuring Lyrics more
Yves Duteil Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs