L'âme des poètes [Breton translation]

Songs   2024-11-07 11:49:11

L'âme des poètes [Breton translation]

Pell-pell-amzer, pell-pell-amzer

goude m'eo aet ar varzhed d'an Anaon,

e red c'hoazh o sonennoù er ruioù.

O c'hanañ a ra ar werin, diseblant un nebeud,

dianavez dezho anv ar saver,

hep gouzout evit piv a lamme e galon.

Cheñch a reer a-wechoù ur ger, ur frazenn,

ha pa vezer en diouer a soñj

e reer la la la la la la

La la la la la la...

Pell-pell-amzer, pell-pell-amzer

goude m'eo aet ar varzhed d'an Anaon,

e red c'hoazh o sonennoù er ruioù.

O eneoù skañv a vez o sonennoù

hag a laka da vezañ laouen, da vezañ trist

ar merc'hed hag ar baotred,

ar vourc'hizien hag an arzourien

pe ar foeterien-bro.

Charles Trenet more
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Poetry, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.charles-trenet.net/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Charles_Trenet
Charles Trenet Lyrics more
Charles Trenet Featuring Lyrics more
Charles Trenet Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs