L'orage [Breton translation]

Songs   2024-12-23 11:55:24

L'orage [Breton translation]

Na vo kaoz eus hinon, eus glav ne lâran ket,

heug a ra din an hinon ha skrignal ma dent,

arajiñ a ran gant an oabl splann,

rak ar garantez dousañ am eus bet er bed-mañ

a oa a-drugarez da Yaou 'n Tad ha d'an amzer vrein:

kouezhañ a reas warnon diwar ur barr-arnev.

D'ur pardaez a viz Du, istribilhet a-us d'an toennoù,

ur gwir gurun an diaoul, youc'hadennoù loen gouez ganti,

'entane e dan-artifis;

Lammat a reas diouzh he fled, gwiskamant-noz en-dro dezhi,

ha breskennet-holl, e teuas ma amezegez da vountañ war ma dor-dal

evit goulenn sikour diganin.

"Ma-unan-penn emaon-me; roit digor din, dre garantez.

Aet eo ma gwaz kuit evit ober e vicher c'harv,

paour-kaezh paotr-e-c'hopr ma vez-eñ,

rediet da gousket er-maez pa vez fall an amzer

en abeg ma vez beajour koñvers

evit ur stal diskurunerioù."

En eur meuliñ e anv da vBenjamin Franklin,

e rois goudor dezhi etre ma divrec'h cherisus,

ha neuze e reas an orged e vicher...

Te, paotr a skign e ziskurunerioù puilh-ha-puilh,

perak n'ez peus ket staliet unan war da di da-unan?

Drastusoc'h fazi ne vo biken!

Pa yeas Yaou 'n Tad d'ober e reuz e lec'h all,

pa voe diboulzet gant ar goantenn he spouron

hag adkavet ganti he c'halonegezh a-grenn,

e tistroas d'he zi evit sec'hañ he gwaz

en ur zivizout emgav ganin d'an deizioù gwall-amzer:

emgav 'vo d'an arnev a zeu!

Diwar an deiz-se, n'em eus izelaet ma selloù ken,

abuzet em eus ma amzer oc'h ensellout en neñv,

o sellout ouzh ar c'houmoul o tremen,

o c'hedal ar steuñvennoù, o tarluchañ ouzh an duadennoù,

o wignal d'an disterañ gaouledenn,

met biskoazh n'he deus distroet.

Kement berzh en doa graet he boulomig a waz,

gwerzhet en doa kement a dammoù houarnaj,

ma oa deut da vezañ pinvidik a-vilionoù

hag he c'haset en doa war-zu neñvoù glas bepred,

war-zu broioù imbisil, ma ne ra morse glav

ma n'eus morse anv eus kurun.

Doue ra deurvezo ma yelo ma gwerzh d'an daoulamm ruz

da gomz outi eus ar glav, eus an amzer vrein

hon eus talet outi a-gevret,

da gontañ dezhi penaos un trubard a danfoeltr

en deus garanet e kreizig-kreiz ma c'halon

stumm ur vleuñvennig 'zo heñvel-tout outi.

Georges Brassens more
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.georges-brassens.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/George_Brassens
Georges Brassens Lyrics more
Georges Brassens Featuring Lyrics more
Georges Brassens Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs