La jolie sardane [Breton translation]

Songs   2025-12-09 10:32:34

La jolie sardane [Breton translation]

Na pegen koant eo ar sardanenn1

a zañser dorn-ouzh-dorn

e bro ar platanenned glas;

he c'harout a ra ar plac'hed hag ar baotred yaouank;

hag ar gozhidi ivez, gant o bizhier,

a lopata anezhi war mein an hent.

Na pet karantezig a ziwano fenoz

e-barzh kalonoù ugent vloaz.

He gouzout a reont, ar sardanenn:

he dañset o deus pa oant krennarded.

Pet outo a bennsodo evidout

Sardanenn eus ar Bro-gKatalonia.

Fest 'zo e kêr g-Collioure2, mignoned.

Teltet eo bet ar porzh-mor kozh,

ha dirak ar mor 'zo en-dro dezhañ

setu ar c'hloc'hdi alaouret divrall 3

War ar bili gwer ha roz

barkoù skañv o livioù

a grog gant o cheñchidigezh

dre cheñch o gouelioù e bleunioù.

Ha dindan al loar o kantreal

e sav ar Sardanenn he c'helc'h-dañs.

Na pegen koant eo ar sardanenn

a zañser dorn-ouzh-dorn.

Diwar bro an avel SterennTramontane.

e nij betek ar broioù nesañ.

Na pet karantezig a ziwano fenoz

e-barzh kalonoù ugent vloaz.

Pet outo a bennsodo evidout

Sardanenn eus ar Bro-gKatalonia,

Sardanenn eus ar Bro-gKatalonia.

1. Un doare dañs-tro eus bro-gKatalonia2. Cotlliure e katalaneg.3. Kloc'hdi brudet eus iliz Itron Vari an Aeled, 'zo gronnet gant ar mor.

Charles Trenet more
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Poetry, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.charles-trenet.net/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Charles_Trenet
Charles Trenet Lyrics more
Charles Trenet Featuring Lyrics more
Charles Trenet Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs