La mer [Breton translation]

Songs   2025-12-09 10:32:55

La mer [Breton translation]

Ar mor

a weler o tañsal

a-hed e blegoù sklaer

en deus diskedoù arc'hantet

ar mor

diskedoù cheñch-dicheñch

dindan ar glav.

Ar mor

ouzh an oabl hañv a gemmesk

e zeñved gwenn

gant an aeled ken glan,

ar mor,

berjerenn glas-pers

diharz.

Gwelit

tost d'ar poulloù

ar c'horz bras glebiet,

gwelit

al laboused gwenn-se

hag an tiez merglet-se.

Ar mor

en deus o luskellet

a-hed e blegoù sklaer

ha gant ur sonenn a garantez

ar mor

en deus luskellet ma c'halon evit ma buhez-pad.

Charles Trenet more
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Poetry, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.charles-trenet.net/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Charles_Trenet
Charles Trenet Lyrics more
Charles Trenet Featuring Lyrics more
Charles Trenet Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs