La Ville inconnue [Breton translation]

Songs   2024-11-17 15:41:36

La Ville inconnue [Breton translation]

Er gêr dianav

ne blij tra din.

Mont ran bepred gant hentoù

a gas re bell,

hentoù diziwezh

m' on dianket enno.

Kaeoù, balioù

ha boulouardoù digenvez.

Neuze, etre daou di

e klevan safar

un tren hir war ur pont

hag a ya da lec'h bennak.

Er gêr dianav

noz-beure

par d'ar c'hi dianket-mañ

e ran monedoneoù.

Bez' ez eus tremenidi

neuz dezho da dec'hout diouzhoc'h

ha n'o deus ket amzer

da vousc'hoarzhin ouzhoc'h.

Er gêr dianav

pa serr an noz

aon am eus rak ar mogerioù noazh-ran,

mogerioù louet holl.

Aon am eus rak an ostaleri-mañ

re yen he gwele,

ha rak ar mintin kriz

am dihuno.

Rak c'hoant kousket am eus

kousket diouzh an deiz zoken

gant ma eñvorennoù

ma eñvorennoù a garantez.

Er gêr dianav

soñj am eus ouzhit.

Te avat, daoust ha soñj az peus

un tammig ouzhin c'hoazh?

Édith Piaf more
  • country:France
  • Languages:French, English, Spanish, German
  • Genre:Pop, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.edithpiaf.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Édith_Piaf
Édith Piaf Lyrics more
Édith Piaf Featuring Lyrics more
Édith Piaf Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs