Le Chant du pirate [Breton translation]
Le Chant du pirate [Breton translation]
O vale dreist ar barroù-amzer,
o redek a-dreuz an tonnoù hag an avel,
o vont war-lerc'h goueletennoù gwenn
emaomp-ni, tud an tilher araok.
Ni 'zo ar gourserien,
laeron en hevelep giz ma oa hon tadoù.
Ho-his he-ho! Truez ouzhomp!
Evit hon derc'hel e penn ur gordenn
ret e vo hon tapout da gentañ,
ret e vo hon abourzhañ da gentañ.
Ho-his-ho! Banniel du!
Ho-his-ho! Banniel d'an nec'h!
Keit ha ma vo kaset o fourgadenn gant an avel
dudi e vo evit ar laeron-mor.
Keit ha 'vo ar mor dindanañ
ar laer-mor 'zo mestr ar jeu.
Ho-his-ho! Banniel du!
Ho-his-ho! Banniel d'an nec'h!
Gwazh-a-se evit daoulagad da vamm,
gwazh-a-se evit ar rouanez hag ar roue!
Gwell-a-se dit mar deuez da vezañ kourser,
Jezuz a oa ur forban.
Deus 'ta da zaremprediñ ar stered
ha kousket war varlen ar gouelioù.
Ho-his he-ho! Truez ouzhomp!
Evit hon derc'hel e penn ur gordenn
ret e vo hon tapout da gentañ,
ret e vo hon abourzhañ da gentañ.
Ho-his-ho! Banniel du!
Ho-his-ho! Banniel d'an nec'h!
Keit ha ma vo kaset o fourgadenn gant an avel
dudi e vo evit ar laeron-mor.
Keit ha 'vo ar mor dindanañ
ar laer-mor 'zo mestr ar jeu.
Ho-his-ho! Banniel du!
Ho-his-ho! Banniel d'an nec'h!
- Artist:Édith Piaf