Le Chemin des forains [Breton translation]
Le Chemin des forains [Breton translation]
Toullet o deus an noz
gant ul luc'hedenn a bailhour arc'hantet.
Deut int evit terriñ an enoe
e-pad un abardaevezh, e pennoù an dud,
o tañsal war un neudenn, o vale war o daouarn.
Emaint o vont d'ober troioù mat da derriñ o c'heinoù,
an termaji.
Sonerezh dindan ar pevar avel,
ur marmouzig desket
o chaokat ur graoñenn kelvez en ur huñvreal
war skoaz ur soner kozh,
na huñvre en tra, eñ.
Toullet en deus an noz
gant ur mell c'hoarzhadeg kemmesket gant gouladennoù
Torret o deus an enoe
gant heklev o foan o-unan.
Gwenneien o deus kemeret e flac'h o dornoù;
troñset o deus o stal hag aet int gant o hent,
an termaji
O jestroù a vugale laouen
hag o dilhad burzhudus
'zo garanet da viken e-barzh daoulagadoù
klapezeien eus ar gêriadenn gouskedik
'zo o vont da huñvreal an nozvezh-pad.
Huñvreal an nozvezh-pad
en ul luc'hedenn a bailhour arc'hantet
deut evit terriñ an enoe
e kalonoù ha pennoù an dud.
Met serriñ 'ra an deñvalijenn e korn an hent,
ha n'oar nemet Doue e pelec'h e vint warc'hoazh,
an termaji
o vont-kuit e-kreiz an noz.
- Artist:Édith Piaf