Le nombril des femmes d'agents [Breton translation]
Le nombril des femmes d'agents [Breton translation]
Gwelout begel gwreg ur polis
n'eo ket, a-dra-sur, un arvest
a c'hell, war-fed ar gaerded,
ho kas d'al lein...
Bez e voe koulskoude, en ur c'harter kozh eus Pariz
un onest a zen didro
o virviñ gant ar c'hoant da arvestiñ begel
gwreg ur polis.
"O koshaat emaon, a gunude,
hag a-hed ma buhez-pad
em eus gwelet un niver bras a vegeloù
eus pep seurt:
begeloù gwragez toullerien-bez, begeloù
gwragez glaouaerien, gwragez beulkeen.
Biskoazh avat n'em eus gwelet begel
gwreg ur polis.
"Gwelet en deus ma zad, e ken giz m'ho kwelan,
begeloù gwragez archerien.
Tañvaet en deus ma breur lies-mat
kened eus ar re wragez ensellerien.
Gwelet en deus ma mab begel serc'h
ur ministr ar justis...
Me avat, n'em eus ket gwelet d'an nebeutañ
begel gwreg ur polis."
Evel-se e kunude a-geñver d'an holl
an enorus a zen a-feson-se,
pa lâras dezhañ pried ur beg-e-dorn
en ur ginnig dezhañ he begel sikourus
"Lakaat a rin un diwezh
d'ho poureveri griz
hag ho lezel da welout, a-benn ar fin,
begel gwreg ur polis.
"Alleluia", eme ar c'hozhiad mat,
"setu deut an arsav d'am foanioù!
Doue ra vo meulet,
emaon o vont da seveniñ ma sorc'henn!"
Toullañ a reas e hent, fromet holl,
dindan lostenn e vadoberourez
evit parañ e zaoulagad war begel
gwreg ur polis.
Met, siwazh! diviet e oa
gant efedoù e sorc'henn,
ha d'ar c'houlz ma tizhe ar pal
eus ur c'hoantadenn hanter-kant vloaz,
an Ankoù, an Ankoù, an Ankoù a tapas anezhañ
war dor e gendorfedourez.
Morse ne welas begel
gwreg ur polis.
- Artist:Georges Brassens
- Album:Je me suis fait tout petit