Le Prisonnier de la tour [Breton translation]

Songs   2024-12-18 02:53:48

Le Prisonnier de la tour [Breton translation]

Prizoniad an tour

en em lazhas hiziv vintin

Mamm-gozh!

N'aimp ket d'an oferenn warc'hoazh.

Diwar an tour en em strinkas

en ur astennañ e zaouarn ouzhin

Mamm-gozh!

Kavet em eus din e oan glac'haret.

Ma ouife se ar roue, Izabel,

Izabel, ma ouife se ar roue,

d'ar sae dantelezet

ne vefec'h aotreet biken c'hoazh,

Izabel, ma ouife se ar roue.

Prizoniad an tour

'oa ma mignon nemetañ,

Mamm gozh!

N'aimp ket d'an oferenn hiziv.

Ma c'haredig nemetañ e oa-eñ,

ar penn-abeg d'am buhez

Mamm-gozh!

ha lazhet eo bet ma yaouankiz gantañ.

Ma ouife se ar roue, Izabel,

Izabel, ma ouife se ar roue,

d'ar sae dantelezet

ne vefec'h aotreet biken c'hoazh,

Izabel, ma ouife se ar roue.

Prizoniad an tour

am gede bemnoz,

Mamm-gozh!

Biken n'aimp d'an oferenn c'hoazh.

Ur pec'hed eo ar garantez,

ha savet fall eo ar bed,

Mamm-gozh!

Lazhet eo bet ar c'haredig a garen.

Ma ouife se ar roue, Izabel,

Izabel, ma ouife se ar roue,

d'ar sae dantelezet

ne vefec'h aotreet biken c'hoazh,

Izabel, ma ouife se ar roue.

Prizoniad an tour

n'en devo lienenn ebet,

ha netra,

netra nemet un toull teñval ma 'n em ouf an daelioù

Hogen mont a rin-me bemdez

da ouelañ dindan ar gwez-tilh

ha netra

nag ar roue zoken n'harzo ma c'hañv.

Ma ouife se ar roue, Izabel,

n'hellfe nemet gouelañ a-gevret ganit,

rak karout a rae ur goantenn

n'oa ket evit ur roue,

hag ar goantenn, Izabel, honnezh e oan-me.

Édith Piaf more
  • country:France
  • Languages:French, English, Spanish, German
  • Genre:Pop, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.edithpiaf.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Édith_Piaf
Édith Piaf Lyrics more
Édith Piaf Featuring Lyrics more
Édith Piaf Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs