Le temps ne fait rien à l'affaire [Breton translation]

Songs   2025-12-13 19:09:26

Le temps ne fait rien à l'affaire [Breton translation]

Pa 'z int nevez-flamm

o tinodin eus o vioù

pe eus o stoubennoù,

an holl vegoù melen

a ra pennoù-klouk

gant ar choned gozh.

Ha pa 'z int deut da vezañ

pennoù kann,

grizarded,

an holl vitrakoù kozh

a ra pennoù-klouk

gant ar yaouankiz.

Me, pa vezan en etremar etre yaouank ha kozh,

kas a ran ur c'hannad d'an holl.

Ne ra an amzer diforc'h ebet:

An hini 'zo klouk a zo klouk,

bezet-eñ en e ugent vloaz pe un tad-kozh

an hini 'zo klouk a zo klouk.

Tabut ebet etrezoc'h ken,

pennoù-klouk gabac'h pe zeskarded klouk,

pennoù-klouk vihan eus an torad diwezhañ,

pennoù-klouk gozh eus an erc'h a wechall-gozh.

C'hwi, pennoù-klouk nevez-c'hanet,

pennoù-klouk dibec'hed,

pennoù-klouk yaouank,

hag a ra pennoù-klouk

(n'en nac'hit ket)

gant ho tadoù;

c'hwi, pennoù-klouk arru en oad,

pennoù-klouk uzet,

pennoù-klouk gozh

hag a ra pennoù-klouk

(en anzavit)

gant an nevezidi,

prederit gant ar c'hannad neptu

eus ur paotr en etremar etre yaouank ha kozh,

Ne ra an amzer diforc'h ebet...

(h.k.a.)

Georges Brassens more
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.georges-brassens.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/George_Brassens
Georges Brassens Lyrics more
Georges Brassens Featuring Lyrics more
Georges Brassens Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs