Le testament [Breton translation]
Le testament [Breton translation]
Trist e vin evel ur wezenn haleg [goueler]
pa lâro din Doue, 'zo bepred war ma lerc'h,
en eur lakaat e zorn war ma skoaz:
"Kae d'an nec'h da welout hag emaon aze".
Neuze ret e vo din ober ma diouer
eus an neñv hag an douar.
Daoust hag emañ c'hoazh en he sav an dervenn
pe ar wezenn-pin evit ma arched?
Daoust hag emañ c'hoazh en he sav an dervenn
pe ar wezenn-pin ma arched?
Mard eo ret mont d'ar vered
mont a rin gant an hent hirañ,
mont a rin da doull-bez al louarn 1
mont a rin er-maez ar vuhez a-souz-kaer.
Gwazh-a-se mard on skandalet gant an toullerien-bez,
gwazh-a-se mar kav dezho ez on foll-mik.
Me 'fell din mont d'ar Bed All
gant hent ar skolidi.
Me 'fell din mont d'ar Bed All
gant hent ar skolidi.
Kent mont d'ober ma lez
da eneoù kaer ar plac'hed daonet,
spi am eus eus ur garantezig c'hoazh,
c'hoant am eus da lostenna c'hoazh...
Lârout "Me 'gar ac'hanout" ur wech c'hoazh,
koll ma skiant ur wech c'hoazh,
en eur dizeliañ ar c'hrizantem,
'zo boked-marc'harid ar re varv,
en eur dizeliañ ar c'hrizantem,
'zo boked-marc'harid ar re varv.
Ra blijo da Zoue ma vo nec'het ma intañvez
pa zouaro he fried,
hag evit he c'has da ziverañ daeroù
ne vo ket ezhomm eus ognon.
Ra gemero d'hec'h eil dimeziñ
ur gwaz eus ma rañs:
galloud e c'hello ober e vad eus ma heuzoù,
eus ma c'hofignonoù, eus ma dilhad;
galloud e c'hello ober e vad eus ma heuzoù,
eus ma c'hofignonoù, eus ma dilhad;
Ra evo ma gwin, ra garo ma gwreg,
ra vutono ma c'horn ha ma butun.
Met biken - ra vin daonet!
na skourjezo biken ma c'hizhier.
Daoust din da vezañ hep un takad,
hep ul livadenn a zrougiezh,
ma skourjez ma c'hizhier, un tasmant ez eus
a zeuio d'e voureviañ,
ma skourjez ma c'hizhier, un tasmant ez eus
a zeuio d'e voureviañ.
Amañ e repoz un delienn sec'h,
Amañ eo achu ma zestamant.
Skrivet ez eus bet war ma dor:
"Serret en abeg da obidoù".
Kuitaet em eus ar vuhez hep droukrañs,
biken n'em bo poan em dent ken:
setu-me e strad an toull-bez boutin
an toull-bez boutin an amzer,
setu-me e strad an toull-bez boutin
an toull-bez boutin an amzer.
1. "La tombe buissonnière" e galleg.
- Artist:Georges Brassens
- Album:Je me suis fait tout petit