Le vent [Breton translation]

Songs   2024-11-24 01:26:12

Le vent [Breton translation]

Ma tegouezh dit,

war Bont an Arzoù

mont hebiou d'an avel, an avel farser,

Prudañs, diwall mat da lostenn!

Ma tegouezh dit dit,

war Bont an Arzoù

mont hebiou d'an avel, an avel diseven,

Prudant, diwall mat da dok.

Ar chafoutreerien hag an dud onest 1

a wallgomz diwar-benn an avel diroll

a vroust ar c'hoadoù a-rekin, a ziwisk an toennoù, a droñs ar brezhier

Ar chafoutreerien hag an dud onest,

an Avel, m'en tou,

ne ra muioc'h forzh dezho, e gwir abeg, eget d'ur chik.

Ma tegouezh dit...

(h.k.a.)

A-dra-sur, ma ne fizier

nemet er pezh 'zo splann war-wel,

ez hañval an avel da vezañ un euzhvil sod gant ober gaou d'an holl...

hogen, o sellout pizh

e weler penaos e-touez an dud arabadus

eo gwell dezhi dibab ar re a c'hoari diwar o c'houst.

Ma tegouezh dit...

(h.k.a.)

1. Bez' ez eus amañ ur c'hoari-gerioù n'heller ket treiñ: Jean(-foutre) / gens.

Georges Brassens more
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.georges-brassens.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/George_Brassens
Georges Brassens Lyrics more
Georges Brassens Featuring Lyrics more
Georges Brassens Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs