Les chansons de la nuit [Breton translation]

Songs   2025-12-14 14:22:24

Les chansons de la nuit [Breton translation]

Ar c'hanaouennoù noz

n'eo ket ar memes

hag ar c'hanaouennoù deiz,

pa sked an heol,

rak diouzh an deiz e vever,

met diouzh an noz e karer.

Karout a reer selaou ouzh kanaouennoù an noz.

Dont a reont da luskellat

ar c'halonoù fatet,

hag a-wechoù keuziañ an eürusted tec'het kuit.

Keit ha bevin

em bo em ene

eñvorenn flour kanaouennoù noz.

Diouzh an deiz, sachet on gant ar vuhez c'harv.

Met difoupañ a ra an noz,

ha kerkent ha serret an nor

eus ma lojeiz,

e sav ur vouezh kuñv:

ar son a ganez gwechall

hag a zeu en-dro e-barzh ma holl huñvreoù

abaoe m'az peus ma dilezet.

Ar c'hanaouennoù noz

a zeu tre en demeurañsoù

evit komz eus karantez

d'hor c'halonoù gloazet.

Ar c'hanaouennoù noz

o deus mouezhioù a leñv

p'o deus soñj eus o devezhioù tremenet.

Goût a ouzont kanañ

lec'hioù hiraezhus

ma en em garemp

en diabell eus ar bed, eus an trouz,

hag hor c'homzoù-ni eo ar re

a lakaont war sonerezh,

en eñvor ouzhomp,

ar c'hanaouennoù noz.

Charles Trenet more
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Poetry, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.charles-trenet.net/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Charles_Trenet
Charles Trenet Lyrics more
Charles Trenet Featuring Lyrics more
Charles Trenet Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs