Les deux oncles [Breton translation]

Songs   2024-12-03 14:59:08

Les deux oncles [Breton translation]

Eontr Martin e oa, eontr Gaston e oa.

An eil a gare ar Saozon, egile a gare an Alamaned 1

Marv int o-daou, pep hini evit e vignoned-eñ,

ha me na gare den ebet, setu ma vevan c'hoazh.

Bremañ, tontoned ker, m'eo aet an amzer hebioù,

m'hoc'h intañvezed-brezel zo fortuniet adarre,

m'eo bet onestaet en oabl Verdun

stered dilufret Marichal Petain,

Bremañ m'eo tavet ho tabuterezh,

m'hon eus lodennet etrezomp kerdin ar re grouget,

bremañ ma ra Yann Saoz 2 beg mouzh ouzhin, bremañ

m'eo achu gant chikanioù mod an Alamaned,

M'ho merc'hed hag ho mibien a ya dorn-ouzh-dorn

da c'hoari daou asambles ha sevel an Europ warc'hoazh

hag a ra van eus hoc'h emgannoù tost kement

hag a reer eus ar Brezel Kant Vloaz,

Bremañ e c'hellomp en anzav, Tontoned ker,

c'hwi, mignon d'ar Saozon, ha c'hwi, mignon d'an Alamaned,

ho kwirionezioù, ho tiwirionezioù,

a-unvouezh ne ra den foutre-forzh outo.

Eus ho Puradur, eus ho Kenlabourerezh

eus hoc'h Euzh ar Glac'har 3

eus ho pladadoù choukrout, eus ho tasadoù te,

a-unvouezh ne ra den foutre-forzh outo.

En desped d'an eñvorioù a gounaer,

d'ar flammenn a vez adc'hwezhet d'ar monumantoù ar re varv,

d'an drec'herien, d'ar re drec'het, d'ar re all ha deoc'h-c'hwi,

salokras, ne ra den foutre-forzh outo.

Ar vuhez, evel a lârer, zo addalc'het da ren.

Ne reont ket kalz disheol, ho tiv groaz,

hag a nebeudigoù oc'h deut da vezañ

soudarded dianavez, kuit a Volz a Enor.

Bremañ, anat din, paour-kaezh eontred ker,

c'hwi, mignon d'ar Saozon, ha c'hwi, mignon d'an Alamaned,

mar bijec'h chomet bev, mar bijec'h amañ,

c'hwi eo a ganfe ar ganaouenn-mañ.

A ganfe, en ur stekiñ ho kwerennoù d'ho yec'hed,

e vez diboell koll e vuhez evit e gredenn,

kredennoù evel-se, a zegouezh,

a ra tri c'hammedig, tri den marv, ha neuze tec'hout kuit.

Ne vez kredenn er bed a zalv e varvfed eviti,

e vez ret lezel an emzalc'h-se d'ar re n'o deus hini ebet,

ha penaos kemer diouzhtu an enebour evel e teu,

se zo lakaat papouilh d'ar c'hizhier ha d'ar chas.

E-lec'h bukañ d'un enebour dianav bennak,

gwell e vez gortoz ken a vo troet e mignon,

gwell eo treiñ seizh gwech fust ar fuzuilh en e zorn,

gwell eo bepred ampellañ un dennadeg d'an deiz war-lerc'h.

Ar jeneraled nemetken zo dav o heuliañ war o seulioù,

jeneraled soudardigoù plom int-i.

Mod-se, e kanfec'h ho-taou, en ur heuliañ

Malbrouk o vont d'ar brezel e bro ar vugale.

C'hwi 'zo aet el lev hiziv war-zu an neñv,

c'hwi, lamponed eürus a welo Doue fenoz,

pa gejot gant ma daou eontr du-hont,

kinnigit dezho ar "N'am disoñjit ket"-se 4 eus ma ferzh.

An daou voked daoulagad ar Werc'hez bet digoret em liorzh,

ur "forget me not" bihan evit ma eontr Martin,

ur "vergiss mein nicht" bihan evit ma eontr Gaston,

mignon kaezh d'ar Saozon, mignon kaezh d'an Alamaned.

1. "Tommies" ha "Teutons" en destenn orin. An eil a c'hell bezañ graet "Boched" outañ; hogen n'eus lesanv heñvel evit ar Saozon. Rak-se, gwell em eus kavet distreiñ d'an anvioù boutin.2. "John Bull" en destenn orin.3. "Abominatio desolationis" er Bibl Santel (gw. Daniel, pen. IX-XII).4. Evel-se e vez anvet an daoulagadoù ar Werc'hez e kalz yezhoù.

Georges Brassens more
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.georges-brassens.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/George_Brassens
Georges Brassens Lyrics more
Georges Brassens Featuring Lyrics more
Georges Brassens Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs