Marv Ma Mestrez lyrics

Songs   2024-11-27 03:38:54

Marv Ma Mestrez lyrics

Me am eus ur feuntenn

E-barzh kornig ma jardin.

Ennan e vin kavet,

Deus an noz hag an mintin

Ennan e vin kavet

Atristet gant ar glac'har,

Sonjal e ma mestrez

A zo aet d'an douar

Maro eo ma mestrez

Maro eo holl ma fians

Maro ma flijadur,

Ha tout ma holl esperans.

Biken, 'mije sonjet,

Nag ar maro a deuje

Da lemmel diganin

Ma dous ma c'harantez.

Deus poaniou ar bed man,

Fusulhiou ha konteliou,

Hastet, mar plije ganeoc'h

Disoc'het din ma buhez

'vid maz in d'ar bed all,

Warlec'h ma c'harantez

C'hoarvez a ra ganin

Evel gant ur vatimant

Da navigi war ar mor,

Graet gantan e beaj

Erruet e porzh ar joa,

Ma doucha d'ar gern

E tello perisa.

Alan Stivell more
  • country:France
  • Languages:Breton, French, Gaelic (Irish Gaelic), English, English (Scots)
  • Genre:Folk
  • Official site:http://www.alan-stivell.com/
  • Wiki:http://en.wikipedia.org/wiki/Alan_Stivell
Alan Stivell Lyrics more
Alan Stivell Featuring Lyrics more
Alan Stivell Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs