Me Ivez lyrics
Songs
2024-11-15 12:42:05
Me Ivez lyrics
Me ‘zo bet ur plac’h yaouank
Eus ar gêr a Gemper
‘Oa ret ober he studioù
‘N em heñchañ war ur vicher
Bevet ‘meus e kêr Roazhon
Gant dizurzhioù kêriz
Ha kaer ‘meus bet ober vann
Da vonet da heul ar c’hiz
Piv on ?
En deiz a gan
Piv out ?
En noz a lonk
Em gwriziennoù don mouget ar frankiz
Aet e oan gant stêr ar red
War riboulioù ar bed
ha setu ur paotr yaouank
« karantez » ‘soñje din-me
Karet oan ha diskaret
War gwele an touell
Ha diboell ar baotred dall
‘Noa dibennet ma c’heal
Harzoù hedro gourlakaet
Hep asant ar merc’hed
Met morse nemet kerse
Na chom gant ar reuzied
Savet ‘meus ma flanedenn
War avel ar frankiz
Mil dañjer am eus kavet
War hent-dall ar yaouankiz
Freedom
En deiz a gan
Freedom
En noz a lonk
Em froudennoù foll ‘yudan ma anv
- Artist:Gwennyn
- Album:Immram