Menez lyrics

Songs   2024-11-27 03:46:33

Menez lyrics

'Tal an Are, 'vel n'arvorioù, diaes eo dimp bout difrom

Chom a reomp mut 'pad eurvezhioù emaomp (ni).

Te, re c'hwerv d'an de' hiriv ; mez an amzerioù nev' hepdale 'zeuio ;

'Vel hol liamm, 'zo dit-te ha din-me, a zalc'ho keit ha ma chomimp bev !

Alc'hwezioù 'n eürested, ken rouez int 'ne'e !

Ene don,

Hendadoù,

Bed ar walleur ha plijadur,

Liv gwenn ha du,

Dour ha gwin ru'

'Ro dudi d'an dud

'Ro dudi d'an ti

D'an ti a nevez.

Laouen omp evel loened.

Laret 'oe

Da vevañ hon daou 'oemp

'Baoe bokedoù bloavezhioù

Deuet 'vidout

Deuet on me da larout hor c'harantez

Deuet on d'az tizhout

Bleunioù dit

Deuet on 'vidout.

-Te 'c'houlenne :

Aet eo ivez, aet eo ivez ?

Deuet eo, de'i, 'n de' diwezhañ.

Hag a-hed an hent da heul, 'vo den 'vit hol laero

Alc'hwezioù 'n eürusted ken rouez int ane'o !

C'hwi, 'bep tu, 'bed-mañ, 'bed hein hetoù yec'hed deoc'h

E Tir an heol, Tir bev, Tir 'n tadoù 'vit 'n holl ac'hanoc'h !

'N de' hiriv te arrio ; bale me a rayo,

A-hed da aodoù 'tiorro hon nerzhioù don,

'N ti vo leun 'vidomp a laouenedigezh

Ha skrijoù foll, hilligoù, friantiz 'vo holl dre-'mañ.

'Tal an Are, 'vel n'arvorioù, diaes eo dimp bout difrom

Chom a reomp mut 'pad eurvezhioù emaomp (ni).

Alan Stivell more
  • country:France
  • Languages:Breton, French, Gaelic (Irish Gaelic), English, English (Scots)
  • Genre:Folk
  • Official site:http://www.alan-stivell.com/
  • Wiki:http://en.wikipedia.org/wiki/Alan_Stivell
Alan Stivell Lyrics more
Alan Stivell Featuring Lyrics more
Alan Stivell Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs