Moi j'm'en fous [Breton translation]

Songs   2024-12-02 03:42:08

Moi j'm'en fous [Breton translation]

Ne ran forzh, ne ran foutre-forzh:

gant ma flanedenn 'c'h an kazel-ha-kazel.

Goût a ran: n'em eus gwenneg toull

Ne ran forzh, war dle on evurus.

Kerkent hag on nec'het gant tra,

mousc'hoarzhiñ a ran, saludiñ, ha tremen

'm eus ket avi eus ar binvidien

gwarizius n'on ket ha ne ran foutre-forzh.

Klevout a ri ar cholori er bed-mañ?

War foar ar vuhez, 'n em zifret pep hini,

hag e red an holl dud hep ehanañ

o klask war-lerc'h un tammig huñvre,

evit disoñjal a-belec'h e teuomp ha da belec'h ez eomp,

evit mirout a strebotiñ bep kammed

ret eo soñjal penaos e vez

ar vuhez ur farserezh.

Ne ran forzh, ne ran foutre-forzh:

Ebeul bae 1 , tididi dididi dididi dii

Ar stered a sell flour ouzhin

rak an oabl en nec'h 'zo din kenkoulz ha deoc'h

ned an ket lec'h ma red an holl,

bourrus eo din sonennoù eus korn ma straed

n'em eus mann met em eus pep tra,

gant ma hent ec'h an, ha ne ran forzh

1. Diwar glevout. Digomprenus eo ar "gerioù"-man.

Yves Montand more
  • country:France
  • Languages:French, Italian
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.yvesmontand.com/
  • Wiki:http://fr.wikipedia.org/wiki/Yves_Montand
Yves Montand Lyrics more
Yves Montand Featuring Lyrics more
Yves Montand Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs