Negro song lyrics
Songs
2024-11-30 11:40:20
Negro song lyrics
Me zo Breizhad.
Me zo bet sklav.
Galeour ez on bet e bagoù ar Roue Loeiz.
Toullet em eus hentoù, douget va samm a vein,
Savet em eus, en o c'herbenn, o falezioù.
Me zo bet soudard.
Va obidoù em eus kanet e lannegi Plañwour
Breinet em eus en erc'hegi Rusia,
Breinet em eus e rizegi Hanoï;
Tufet va gwad e fozioù pri Verdun.
Lazhet'm eus ar re Zu
Ha distrujet an doueed a azeulent.
Me zo bet mevel.
Mousc'hoarzh ar re faezhet em eus bet o servij
Desket em eus d'an dud komz evel va mistri.
Ruzet em eus va zreid war bavezioù Pariz.
Ha graet em eus dezho c'hoarzhiñ
Rak me zo bet farouell.
Me zo bet merzher.
- Artist:Alan Stivell
- Album:Trema 'n Inis