New Andro [French translation]
New Andro [French translation]
Keit ‘vo bugale o kanañ
Ton an nevez-amzer
keit ‘vo brezhoneg e ma bro
Ene Breizh a vevo
Ba ma yaouankiz e kanen
‘N ur yezh kevrinus gant ‘n evned
Den tro dro din na gomprene :
« Petra gan ar plac’hig-se ? »
Ba ma yaouankiz e komzen
« Yezh ar vezh » -kondaonet-
Den tro dro din na oa nec’het :
« Gwelloc’h deoc’h mont e saozneg »
« Ur goañvezh hir ha didermen
‘plavet allas war ar vro. »
Eme an evned ‘n ur vouskan
Klujet war ‘r c’hef disec’het
« Ur goañvezh hir ha didermen
‘kaset Breizh war an diskarr
Taolet ar vezh war ar Vreizhiz
Skubet gant avel ar c’hiz »
Kalon an den a lusk ar vuhez
Taolomp an deiz e-kreiz an noz
Piv o an hin’ a deulo pled
Deuz ur yezh a ya da get ?
Kalon an den a lusk ar vuhez
C’hwi po ar greun diwar ho had
Ni vo ar re a deulo pled
Deuz ur yezh war an distro
Kan ar vugale o sevel
Vit reiñ an ton d’an alc’houed
A-unvan e kanin ganto
Reiñ lañs d’an nevez-amzer
Kan ar vugale o sevel
Vit reiñ an ton d’ar Vretoned
A-unvan e kanin ganto
Da reiñ lañs d’an new-amzer
- Artist:Gwennyn
- Album:New Andro