Orphée [Breton translation]

Songs   2025-12-14 14:22:36

Orphée [Breton translation]

Orfe, anat eo din peseurt droug eo da hini.

Anavezet em eus da c'hlac'har, anavezet em eus da gudenn.

Orfe, ar bed ne vez nemet un ti-bal

ma chom da vouezh digenvez hiviziken.

Ha padal ne ganez nemet ar garantez,

ur garantez a vousc'hoarzh hag az sklerijenn.

Siwazh! da huñvreoù, da brezegennoù kaer

n'eo ket evit an ifern ma vevomp hor buhez.

Orfe, anat eo din peseurt droug eo da hini.

Anavezet em eus da blanedenn, da joaioù, da varzhonegoù.

Orfe, ur c'hevezer eo ar bed

a zispriz hiziv an darn wellañ ouzhit.

Disoñj eus an dudioù a-wechall,

disoñj eus da "me 'gar ac'hanout" dañjerus.

N'eo ket amzer evito ken, rak lezennoù all

a ren war hor c'halonoù digarantez ha difeiz.

Orfe, ret eo dit skoachañ da zaeroù

ha gouzout pelec'h emañ da armoù

e-barzh ar bed divlas-mañ.

Da chañs 'vo mont e-barzh en dañs

ha bezañ degemeret, me 'gred,

e-touez tud ar bal.

Orfe, mar mousc'hoarzhez, pareet,

se 'zo abalamour ne chom tra

eus un huñvre a voe ma hini.

Charles Trenet more
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Poetry, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.charles-trenet.net/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Charles_Trenet
Charles Trenet Lyrics more
Charles Trenet Featuring Lyrics more
Charles Trenet Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs