Pénélope [Breton translation]
Pénélope [Breton translation]
Te, ar skouer d'ar gwragez, ar skrilh eus an oaled,
n'az peus graet rog ebet ez sae eured,
te, Penelop, n'heller ket diheñchañ,
tra ma 'z ez trankil gant hent an eürusted,
daoust ha ne vagez ket, kuit a pec'hed,
ur gaer a soñjezon flodus bennak,
ur gaer a soñjezon flodus bennak?
A-dreñv da rideozioù, e-barzh an endro dereat dit,
tra m'emaout en gortoz eus da Ulis eus a vannlev,
stouet a-us da labour gwriat,
d'an abardaezioù a velkoni ha mennozhioù teñval,
daoust ha n'eus ket, gwech pe wech, en oabl ur stel all
niveret stered nevez,
niveret stered nevez?
Daoust ha n'ez peus biskoazh hetet birvidik
ar garantezig a dremen hag a grog en ho plev,
a lâr deoc'h komzoù flour,
a laka ur boked-marc'harid el liorzh
hag an aval berzet war skourroù ar werjez,
hag an dizurzh e-barzh ho tantelez,
hag an dizurzh e-barzh ho tantelez?
Daoust ha n'ez peus bet biskoazh spi da adwelout war da hent
an ael, an diaoul-se, e wareg en e zorn,
a zistag biroù gwidreüs,
a restaol o c'hig a vaouezed d'an delwennoù yenañ,
o diskar diwar o sichoù, a bennbouzell o vertuz,
hag a ziframm diganto o delioù-wini,
hag a ziframm diganto o delioù-wini.
Arabat kaout aon na vagfe an neñv kas ouzhit rak-se:
n'eus abeg ebet da foetañ ur galon
a vale ar vro o c'haloupat.
Ur faot boutin eo se hag ur pec'hed veniel,
an tu kuzhet eus loar ar bichoned,
hag he dic'haou da Benelop,
hag he dic'haou da Benelop.
- Artist:Georges Brassens
- Album:Le Mécreant