Page d'écriture [Breton translation]

Songs   2024-12-02 03:33:59

Page d'écriture [Breton translation]

Daou ha daou 'zo pevar

pevar ha pevar 'zo eizh

eizh hag eizh 'zo seitek...

Adlârit, eme ar mestr-skol.

Daou ha daou 'zo pevar

pevar ha pevar 'zo eizh

eizh hag eizh 'zo seitek...

Met setu an evn-lirenn

o tremen dre an neñv.

E welout a ra ar bugel,

e glevout a ra ar bugel,

e huchal a ra ar bugel.

"Salv ac'hanon,

c'hoari ganin,

labous!"

Diskenn a ra al labous neuze

ha c'hoari gant ar bugel.

Daou ha daou 'zo pevar.

Adlârit, eme ar mestr-skol.

Ha c'hoari a ra ar bugel,

ha c'hoari a ra al labous gantañ.

pevar ha pevar 'zo eizh

eizh ha eizh 'zo seitek...

Ha seitek ha seitek, petra 'zo outo?

Seitek ha seitek, n'eus mann outo,

daou ha tregont nebeutoc'h c'hoazh.

Mod pe vod

mont a reont kuit.

Met skoachet en deus ar bugel al labous

e-barzh e bulpitr,

hag an holl vugale

a glev e gan,

hag an holl vugale

a glev e sonerezh,

hag "eizh hag eizh" a dec'h kuit d'e dro

ha "pevar ha pevar", ha "daou ha daou"

a dec'h kuit d'o zro,

hag "unan hag unan" ne dortilh tamm ebet 1

"unan hag unan" a ya kuit ivez.

Ha c'hoari a ra an evn-lirenn,

ha kanañ a ra ar bugel,

ha youc'hal a ra ar mestr-skol:

"Pegoulz e paouezot d'ober ho furlukin?"

Met an holl vugale all

a selaou ouzh ar sonerezh,

ha mogerioù ar sal-klas

a gouezh sioulik en o boull,

hag ar gwerennoù a zeu da vezañ traezh en-dro,

al liv a zeu da vezañ dour en-dro,

ar pulpitroù a zeu da vezañ gwez en-dro,

ar c'hreiz a zeu da vezañ tornaod en-dro,

an doug-pluenn a zeu da vezañ labous en-dro.

1. N'heller ket treiñ ar c'hoari gerioù "ne faire ni une ni deux".

Yves Montand more
  • country:France
  • Languages:French, Italian
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.yvesmontand.com/
  • Wiki:http://fr.wikipedia.org/wiki/Yves_Montand
Yves Montand Lyrics more
Yves Montand Featuring Lyrics more
Yves Montand Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs