Teir Askell lyrics

Songs   2024-07-08 12:48:18

Teir Askell lyrics

Itron Varia Steredenn vor

Mouezh aour an douster ‘zo en Arvor

Roit an nerzh d’ho pugale

Da hadañ an nevez ‘n o femdez

Pa n’eus ‘forzh touell ‘n hor c’hevredigezh

Pa n’eus ‘met sorc’henn en hor c’henoù

Ganimp ‘vo skubet ginegezh

An dizesper, kement strizhder

Me sant douar nevez o fraoñval

Me glev dour badez o ruilhañ

Me wel ur fulenn o strakal

Meiz hon triskell ‘n advuhez

Itron Varia, leun a c’hras. O c’hwi

Zegemero pedenn glann ur bugel

Sklerijenn en ho taoulagad

Ziwan ar joa, peoc’h ar vuhez

Me sant douar nevez o fraoñval

Me glev dour-badez o ruilhañ

Me wel ur fulenn o strakal

Meiz hon triskell ‘n advuhez

Me wel ur fulenn o strakal

Meiz hon triskell ‘n advuhez

Me gan an deiz o sevel

Meiz hon triskell ‘n advuhez

Gwennyn more
  • country:France
  • Languages:Breton, French
  • Genre:
  • Official site:http://www.gwennyn.com/index.html
  • Wiki:http://fr.wikipedia.org/wiki/Gwennyn
Gwennyn Lyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs