The Lake [Breton translation]
The Lake [Breton translation]
'Barzh Nevez Amzer ma yaouankiz, boas 'oan
da glask a-dreuz ar bed ul lec'h
ne vefen ket evit e garet nebeutoc'h
Ken brav-se 'oa an digenvez
eus ur poull gouez gronnet a reier du
gant gwez pin uhel o sevel tro-dro
Hogen pa 'n doa an noz ledet he fallenn
war al lec'h-se kenkoulz ha dre-holl
hag a zremene an avel hud e-bioù
en ur vouskanañ heson
Neuze siwazh, neuze e tihunen
ouzh spouron ar poull distro
Evit gwir, ar spouron-se n'oa ket aon,
met un dudius a skrijadenn
ur santadur na vefe gouest ur bern braverioù
d'am deskiñ pe d'am broudañ d'e zisklêriañ
ha n'oa kennebeut ar garantez, ha pa vefe-hi da hini
Ha tremen a rae an avel hud e-bioù
en ur vouskanañ heson
Neuze siwazh, neuze e tihunen
ouzh spouron ar poull distro
Edo ar marv e-barzh ar gwagennoù bilimus-se
hag e-barzh o islonk ur bez a-feson
evit an hini a c'hellfe degas frealz diouto
d'e faltazi digenvez
hag a c'hellfe e ene diamezek ober
ur Baradoz eus ar poull teñval-se
Eus ur poull gouez
gant reier du
en-dro dit
hag ar gwez-pin o sevel tro-dro
Karantez ken
poanioù ken
da 1
da zispleg
Ha tremen a rae an avel hud e-bioù
Neuze siwazh, neuze e tihunen
ouzh spouron ar poull distro
ur Baradoz eus ar poull teñval-se
ur Baradoz eus ar poull teñval-se
Ha tremen a rae an avel hud e-bioù
en ur vouskanañ heson
Neuze siwazh, neuze e tihunen
ouzh spouron ar poull distro
Ha tremen a rae an avel hud e-bioù
en ur vouskanañ heson
Neuze siwazh, neuze e tihunen
ouzh spouron ar poull distro
1. Mod-se eo adlâret en destenn orin.
- Artist:Nolwenn Leroy
- Album:Gemme