Une noix [Breton translation]

Songs   2025-12-15 17:19:29

Une noix [Breton translation]

Ur graoñenn?

Petra 'zo e-barzh ur graoñenn?

Petra 'weler enni

pa vez kloz?

Gwelout a reer an noz kelc'hiek

ha plaenennoù, ha menezioù,

sterioù ha kaniennoù.

Gwelout a reer

un holl arme a soudarded

hobregonet gant houarnaj

o loc'hañ drant evit ar brezel;

hag e weler kezeg ar roue

o tec'hel diouzh an arnev er c'hoajoù

tost d'ar ster.

Ur graoñenn?

Petra 'zo e-barzh ur graoñenn?

Petra 'weler enni

pa vez kloz?

Gwelout a reer mil heol

an holl outo heñvel ouzh da zaoulagad glas,

gwelout a reer ar mor splann

hag en ur ober ul luc'hedenn

ur vag zu dre lien

o troc'holiañ.

Gwelout a reer skolidi

o plaouiañ o zavañcherioù,

beleien war o marc'h-houarnoù,

fest ar bevarzek a viz Gouere,

ha da sae en avel ar serr-noz.

Gwelout a reer baradozioù

o vezañ fardet.

Ur graoñenn?

Petra 'zo e-barzh ur graoñenn?

Petra 'weler enni

pa vez digor?

N'eus ket amzer da welout enni,

he chaokat a reer ha mat pell 'zo!

N'eus ket amzer da welout enni,

he chaokat a reer ha mat pell 'zo

gant ar c'havidigezhioù.

Charles Trenet more
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Poetry, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.charles-trenet.net/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Charles_Trenet
Charles Trenet Lyrics more
Charles Trenet Featuring Lyrics more
Charles Trenet Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs